Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.
Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.
An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioù evel n'eus ket bet reoù heñvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda.
Ha te, mab an den, kemer ur pezh koad ha skriv warnañ: Evit Juda hag evit mibien Israel, e genseurted. Ha kemer ur pezh koad all ha skriv warnañ: Evit Jozef, koad Efraim hag holl di Israel, e genseurted.
hag a zo kouezhet, ne c’heller ken o adneveziñ hag o degas d’ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d’an dismegañs.
Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.