Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhañ evel priñs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoù ha va reolennoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:34
11 Referencias Cruzadas  

Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud,


hag e lavaras da Jeroboam: Kemer evidout dek tamm, rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu e rogin ar rouantelezh diouzh dorn Salomon, hag e roin dit dek meuriad.


Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.


Met lemel a rin ar rouantelezh diouzh dorn e vab, hag e roin dit dek meuriad.


Mar kerzhez war va hentoù, o virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus kerzhet warno David da dad, me a gresko da zeizioù.


hag e tiskouezfe dit traoù kuzhet e furnez, a zo doubl en anaoudegezh; hag e c'houfes ec'h ankounac'ha Doue ul lod eus da zireizhder.


ne ra ket deomp hervez hor pec'hedoù, ne rent ket deomp hervez hon direizhder.


An AOTROU eo hor skoed, Sant Israel eo hor roue.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos