Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 hag e lavaras da Jeroboam: Kemer evidout dek tamm, rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu e rogin ar rouantelezh diouzh dorn Salomon, hag e roin dit dek meuriad.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:31
9 Referencias Cruzadas  

Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.


Ar roue ne selaouas ket eta ouzh ar bobl, ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo.


Jeroboam a lavaras d'e wreg: Sav bremañ hag en em zic'hiz, ma ne vo ket gouezet ez out gwreg Jeroboam, ha kae da Silo. Eno emañ ar profed Akija, an hini en deus lavaret e vefen roue war ar bobl-mañ.


roget em eus rouantelezh ti David, he roet em eus dit, met n'out ket bet evel David va servijer, en deus miret va gourc'hemennoù ha kerzhet war va lerc'h a-greiz e galon, en ur ober nemet ar pezh a zo eeun dirazon.


Israel a oa en em zistaget diouzh ti David, ha lakaet en doa da roue Jeroboam mab Nebad. Jeroboam en doa pellaet Israel diouzh hent an AOTROU, hag en doa lakaet anezho d'ober ur pec'hed bras.


Ar roue ne selaouas ket ouzh ar bobl, ha kement-se a zeue a-berzh Doue, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo.


Evel ma tistroe Samuel evit mont kuit, Saül a grogas e pastell e vantell, a fregas.


Samuel a lavaras dezhañ: An AOTROU en deus freget hiziv rouantelezh Israel diwarnout, hag en deus he roet da'z nesañ, a zo gwelloc'h egedout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos