Pa voent aet eus Madian, e teujont da Baran, hag e kemerjont ganto tud Paran, hag en em dennjont d'an Ejipt, da gavout Faraon roue an Ejipt, a roas dezhañ un ti, a verkas dezhañ peadra de vevañ, hag a roas dezhañ ivez un douar.
Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.