Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 10:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Pep hini anezho a zegase e brof, listri arc'hant, listri aour, dilhad, armoù, louzoù-frondus, kezeg, muled, bloaz dre vloaz.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 10:25
23 Referencias Cruzadas  

Setu amañ mibien Zibeon: Aya hag Ana. Ana eo an hini a gavas ar mammennoù tomm er gouelec'h e-pad ma vesae ezen Zibeon e dad.


hag e kasas Joram e vab etrezek ar roue David evit saludiñ anezhañ hag e veuliñ eus m'en doa graet brezel a-enep Hadadezer hag e drec'het. Rak Hadadezer a oa bet en ur brezel kendalc'hus gant Toi, hag e kasas listri arc'hant, listri aour ha listri arem.


Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.


Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhañ da C'hihon.


Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoù-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.


Akab a lavaras da Abdia: Kae dre ar vro etrezek an holl eienennoù hag etrezek an holl froudoù, ha marteze e kavimp geot hag e saveteimp buhez hor c'hezeg hag hor muled, ha n'hon devo ket da zistrujañ al loened.


Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred.


Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.


An Ammoniz zoken a rae profoù da Ozia, hag ar vrud anezhañ a zeuas betek dor an Ejipt, rak dont a reas da vezañ galloudek-meurbet.


Pep hini anezho a zegase e brof, listri arc'hant, listri aour, dilhad, armoù, louzoù-frondus, kezeg, muled, bloaz dre vloaz.


Bez' e oa seizh kant c'hwec'h marc'h ha tregont, daou c'hant pemp mul ha daou-ugent,


Skrivet e voe eta en anv ar roue Asueruz, hag e voe siellet al lizheroù gant gwalenn ar roue. Goude e voent kaset dre rederien war gezeg pe war vuled ganet eus kezekenned.


Ar rederien pignet war gezeg ha war vuled a hastas buan-tre war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn.


E holl vreudeur, e holl c'hoarezed, an holl re a anaveze anezhañ gwechall a zeuas hag a zebras gantañ bara en e di. Hag e truezjont outañ hag en frealzjont diwar-benn an holl droug en doa lakaet an AOTROU da zont warnañ. Hag e rojont dezhañ pep hini ur pezh arc'hant ha pep hini ur walenn aour.


Da Zoue en deus gourc'hemennet ma vi galloudek. Starta, o Doue, ar pezh ac'h eus graet evidomp!


Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.


Bevañ a raio hag e vo roet dezhañ aour Seba. Hep paouez e pedor evitañ ha bemdez e vo benniget.


Na selaouit ket Ezekiaz, rak evel-henn e lavar roue Asiria: Grit ar peoc'h ganin ha deuit da'm c'havout, hag e tebro pep hini ac'hanoc'h eus e winienn ha pep hini eus e fiezenn, hag ec'h evo pep hini dour e buñs,


Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.


Tud eus ti Togarma o deus pourvezet da varc'hadoù gant kezeg-tenn, kezeg-brezel ha muled.


O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.


Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, hag an AOTROU a savas dezho un dieuber, Ehud mab Gera, ur Benjaminad, na rae ket gant e zorn dehou. Mibien Israel a gasas drezañ ur prof da Eglon roue Moab. 16 Graet en doa ur c'hleze a daou droc'h, un ilinad hed, hag e c'hourizas anezhañ dindan e zilhad war e vorzhed dehou.


Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos