Sevel a reas ivez ti koad al Liban, en doa kant ilinad hirder, hanter-kant ilinad ledander, tregont ilinad uhelder, war beder renkad peulioù sedrez, gant treustoù sedrez war ar peulioù.
Shishak roue an Ejipt a bignas a-enep Jeruzalem hag a gemeras teñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoù aour en doa graet Salomon.