Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Mar bez a-boan salvet an den reizh, petra e teuio da vezañ an den dizoue hag ar pec’her?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ha mar bez a boan salvet an den just, petra e teui da veza an den impi hag ar pec’her?

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 4:18
27 Referencias Cruzadas  

Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU.


Setu, an den reizh a resev e c'hopr war an douar, seul-vui an hini drouk hag ar pec'her.


Rak setu, en em lakaan d'ober an droug war ar gêr ma vez galvet va anv warni, ha c'hwi a vefe disamm dioutañ? Ne viot ket disamm, rak ar c'hleze a c'halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoù.


Ha mar distro an hini reizh diouzh e reizhder ha ma ra an droug, hervez an holl euzhusterioù en deus an den fall ar c'hiz d'ober, hag e vevo? Ne vo ket meneget e zireizhder en deus graet, hag en abeg d'e zrougoberoù ha d'e bec'hed en deus graet e varvo.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


An holl bublikaned hag ar bec’herien a dostae outañ evit e glevout.


Rak ma reer an traoù-mañ d’ar c’hoad glas, petra a vo graet d’ar c’hoad sec’h?


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


hag en deus lavaret din: Paol, na’z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit.


Paol a lavaras d’ar c’hantener ha d’ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c’hellot ket bezañ saveteet.


Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc’h ar wirionez en direizhder,


Rak pa oamp c’hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue.


Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.


Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ


evit an hini a oar n’eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec’herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,


Hor bezet aon eta, pa’z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d’antreal en e ziskuizh, n’en defe unan bennak ac’hanoc’h diskouezet bezañ he dilezet.


Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.


Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.


Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.


evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec’hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec’herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ.


An AOTROU en doa da gaset en hent en ur lavarout: Kae ha laka da verz ar bec'herien-se, an Amalekited, gra brezel dezho betek ma ez po distrujet anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos