Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Rag bolontez Doue eo ma teufac’h, en eur ober ar mad, da zerri ho genou d’an dud ignorant ha dibourvez a skiantvad:

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 2:15
23 Referencias Cruzadas  

Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.


Bez' ez eus esperañs evit ar reuzeudig, hag an direizhder a zo serret e c'henoù.


An dud reizh a wel kement-se hag a laouena, met genoù ar re zireizh a chom serret.


Rak n'out ket un Doue a gav plijadur en droug; an den fall ne vo ket o chom ganit.


Disammit eus an diouiziegezh hag e vevot, hag e kerzhot war hent ar poell.


Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.


Pemp anezho a oa fur ha pemp a oa diskiant.


Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.


rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.


O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h?


Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n'eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c'hraet ha da startaet?


Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,


Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.


me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,


en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


Rak gwelloc’h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc’h ober ar mad eget oc’h ober an droug.


evit na vevo mui hervez droukc’hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c’hig.


Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,


Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n’anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos