Mibien Amram a voe: Aaron ha Moizez. Aaron a voe lakaet a-du evit santelaat ar pezh a zo santel-meurbet, eñ hag e vibien, da viken, evit kinnig an ezañs dirak an AOTROU , evit ober e servij, evit bennigañ da viken en e anv.
Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.
Nadab hag Abihu, mibien Aaron, a gemeras pep hini e ezañsouer, a lakaas tan ennañ, a lakaas ezañs warnañ hag a ginnigas dirak an AOTROU un tan estren, ar pezh n’en doa ket gourc’hemennet.
Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.
Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras: