Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Danevelloù 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Mab Karmi a voe: Akar, a drubuilhas Israel o pec'hiñ diwar-benn an traoù lakaet da verz.

Ver Capítulo Copiar




1 Danevelloù 2:7
10 Referencias Cruzadas  

Mibien Zerak a voe: Zimri, Etan, Heman, Kalkol, Darah. Holl anezho: pemp.


Mab Etan a voe: Azaria.


Mibien Juda a voe: Farez, Hezron, Karmi, Hur, Shobal.


Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,


Ne zegasi ket traoù euzhus da'z ti, evit na vi ket lakaet da verz evelto; heug az po outañ, euzh az po outañ, rak lakaet da verz ez int.


Akan mab Zerak, ha ne reas ket un torfed en ur gemer traoù lakaet da verz? Ha ne gouezhas ket fulor an AOTROU war holl vodadenn Israel? An den-se ne varvas ket e-unan evit e zireizhder.


Nemet en em virit ouzh an traoù lakaet da verz, gant aon na en em lakafec'h da verz o kemer eus an traoù lakaet da verz, ha na lakafec'h kamp Israel da verz ha na vefec'h trubuilh ennañ.


Jozue a lavaras: Perak ec'h eus trubuilhet ac'hanomp? An AOTROU a drubuilho ac'hanout hiziv. Hag holl Israel a veinataas anezhañ. Devet e voent en tan, goude bezañ meinataet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos