Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.
Mibien eus Juda ha mibien eus Benjamin a reas o diazez e Jeruzalem. Eus mibien Juda: Ataja mab Ozia, mab Zakaria, mab Amaria, mab Shefatia, mab Mahalaleel, a-douez mibien Farez;