Neuze Salomon a zihunas, ha setu e oa un huñvre. Hag e teuas da Jeruzalem, hag en em zalc'has dirak arc'h emglev an AOTROU. Kinnig a reas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag e reas ur fest d'e holl servijerien.
Rak Ezekiaz roue Juda a roas d'ar vodadeg mil kole ha seizh mil dañvad, hag ar pennoù a roas d'ar vodadeg mil kole ha dek mil dañvad. Hag aberzhourien e-leizh o doa en em santelaet.
Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
Met ret e vo d'ar priñs da reiñ al loskaberzhoù, an donezonoù, an evadkinnigoù, evit al lidoù, al loarioù nevez, an deizioù sabad, evit holl c'houelioù ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic'haouiñ, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evit ti Israel.
Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.