Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 er Scrituriou‐sacr, hag a gomz divarben he Vab, ganet euz a lignez David hervez ar c’hig,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hag a gomz diwar-benn e Vab, ganet eus lignez David hervez ar c’hig,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:3
66 Referencias Cruzadas  

Levr lignez Jesus‐Christ, mab David, mab Abraham.


ha Jacob a oe tad da Josef, pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.


Ar roue David hen doe Salomon, euz an hini a oa bet greg da Uri.


An holl bobl a oe souezet braz, hag e lavarent: Ha n’eo ket he‐man mab David?


Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou‐ze, a griaz, o lavaret dezhan: Aotrou, mab David! bez truez ouzin! va merc’h a zo gwall‐dourmantet gant an drouk‐spered.


Mes Jesus a davaz. Neuze ar beleg‐braz, o komz, a lavaraz dezhan: Me a gonjur ac’hanoud, dre an Doue beo, da lavaret deomp ha te eo ar C’hrist, Mab Doue?


Lakeat hen deuz he fizians en Doue; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret: Me eo Mab Doue.


Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz: He‐man eo va mab muia‐karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.


Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret:


Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.


ha ma hen deuz savet evidomp eur Zalver galloudus, euz a di David he zervicher;


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Me hag an Tad a zo unan.


ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue?


Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan: Va Aotrou ha va Doue!


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo.


Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David?


Mes o veza ma oa profet, hag o c’houzoud hen doa Doue prometet dezhan gant le e lakje ar C’hrist da c’henel euz he lignez hervez ar c’hig, evit hen lakaad da azeza var he dron;


Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte.


Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour; hag an eunuk a lavaraz: Setu aman dour, petra a vir na ven badezet?


Ha rag‐tal e prezegaz er sinagogou, e oa Jesus Mab Doue.


Rag Doue, pehini a zervichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in e ran heb ehan memor ac’hanoc’h em fedennou,


Pe seurt avantach eta a livirimp‐ni hen deuz Abraham, hon tad, kavet hervez ar c’hig?


Rag karoud a rajen beza va‐unan milliget, pell diouz ar C’hrist, evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig;


pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!


Doue, dre behini oc’h bet galvet da gommunion he Vab Jesus‐Christ, hon Aotrou, a zo fidel.


Sellit ouz Israel hervez ar c’hig; ar re a zebr ar sacrifisou, ha n’ho deuz‐hi ket communion gant an aoter?


Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,


hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.


rag n’euz nemed eun Doue hep‐ken, hag eur Mediator hep‐ken etre Doue hag an dud, an den Christ Jesus,


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


Dalc’h sonj euz a Jesus‐Christ, savet a‐douez ar re varo, ganet euz a raç David, hervez va Aviel,


ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo‐c’honi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus‐Christ he Vab.


Ha setu aman he c’hourchemen: ma credimp en hano he Vab Jesus‐Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp.


An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen‐kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul.


Piou‐benag a anzavo ez eo Jesus Mab Doue, Doue a choum enhan, hag hen en Doue.


Piou‐benag a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue; ha piou‐benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Piou eo an hini a zo treac’h d’ar bed, nemed an hini a gred penaos Jesus a zo Mab Doue?


Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus‐Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante‐christ.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz thyatira: Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daou‐lagad evel eur flam‐tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos