Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 5:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Hogen, o velet ar bobl, Jesus a bignaz var eur menez; hag o veza azezet, he ziskibien a dostaaz outhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Jesus é huélet un nivéh tud doh en héli, e yas ar ur manné; hag azéas ino gued é zisciplèd tro‐ha‐tro dehou:

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:1
16 Referencias Cruzadas  

Hag eur maread braz a dud en em zastumaz var he dro, en hevelep doare ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz eno; hag ar bobl a choumaz var an aod.


Jesus, o veza eat ac’hane, a zeuaz tost da vor Galile; hag o veza pignet var eur menez, ec’h azezaz eno.


Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu‐all d’ar Jourdan.


Hag o tigeri he c’henou, e kelenne anezhe, en eur lavaret:


Goude‐ze e pignaz var eur menez, hag e c’halvaz d’he gavoud ar re a felle dezhan, hag e teujont d’hen kavout.


Neuze e tistrojont d’an ti; hag ar bobl en em zastumaz adare eno, en hevelep doare na hellent ket zoken dibri ho boued.


Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi,


En amzer‐ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.


Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou.


Neuze Jesus, o veza savet he zaou‐lagad var he ziskibien, a lavaraz: Eürus oc’h, c’houi pere a zo paour, rag rouantelez Doue a zo deoc’h.


Var‐dro eiz devez goude ar c’homzou‐ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi.


Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he‐unan var ar menez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos