Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Mes Jesus, o c’houzoud an dra‐ze, a lavaraz dezhe: Perag e rit‐hu poan d’ar vaouez‐ze? rag eun dra vad he deuz great em c’henver.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Met Jezuz, o c’houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d’ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c’heñver.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

10 Mæs Jesus péhani e hanàué ou chongeu e laras dehai: Perac e ret‐hui poén d’er voès‐cé? un dra vad hi dès groeit ém héver.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:10
24 Referencias Cruzadas  

C’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h, mes n’ho pezo ket bepred ac’hanoun‐me;


Rag gallet e vije bet gwerza ker an eôl‐ze, ha rei an arc’hant d’ar beorien.


Mes Jesus a lavaraz: Lesthi; perag e rit‐hu nec’hamant dezhi? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver.


E‐pad ma oa c’hoas o komz, e teuaz unan euz a di chef ar sinagog, hag a lavaraz dezhan: Da verc’h a zo maro; na choum ken da skuiza ar Mestr.


Ha Doue a zo galloudec evit ho peur‐leunia a bep seurt grasou, evit m’ho pezo bepred kement a zo necesser, ha ma viot leun a bep seurt œuvrou mad, hervez ma’z eo scrivet:


n’eo ket ma’z euz eun aviel all, mes beza ez euz tud hag a laka ac’hanoc’h e nec’hamant, hag a fell dezhe distrei var an tugin Aviel ar C’hrist.


Plijet gant Doue ma vije lammet kuit ar re a deu d’ho troubli!


Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus.


Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus‐Christ evit an oberoumad, pere a zo bet preparet gant Doue a‐ziaraog, evit ma kerzimp enhe.


en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue;


da gonsoli ho calonou, ha d’ho krenvaad en pep deskadurez santel hag en pep œuvr vad.


Ar gomz‐man a zo gwir: Mar deu unan‐benag da c’hoantaad ar garg a eskop, eun oeuvr vad meurbed eo a c’hoanta.


ha nemed beza he defe an desteni euz he œuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt œuvrou mad.


Mar deu unan‐benag eta d’en em zerc’hel pur euz an traou‐ze, e vezo eur vessel a henor, santifiet, talvoudec evit usach ar mestr, ha preparet evit peb œuvr vad.


Ober a reont profession da anaoud Doue, mes dre ho oberou e nac’hont anezhan, o veza tud kassaüs, dizent, ha na hellont ober tra vad e‐bed.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


Digas sonj dezhe da blega d’ar brinsed ha d’an otoriteou, da zenti outhe, da veza prest da bep œuvr vad;


Ha ra zesko ive hon re‐ni d’en em rei d’an oberou mad, pa c’hoarvez dienez, evit na choumint ket hep frouez.


Ar gomz‐man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou‐man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez, ha d’en em rei d’an oberou mad; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud.


da renta ac’hanoc’h parfet en peb œuvr vad, ma reot he volontez, oc’h ober he‐unan enoc’h ar pez a zo agreabl dirazhan, dre Jesus‐Christ, da behini ar gloar da viken! Amen.


o kaoud eur gomportamant vad e‐touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou‐mad, e‐leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos