Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe: hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, selaouit anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hag e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:7
41 Referencias Cruzadas  

Lakeat hen deuz he fizians en Doue; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret: Me eo Mab Doue.


Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz: E gwirionez, he‐man a oa Mab Doue.


Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz: He‐man eo va mab muia‐karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.


Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz: Te eo va mab muia‐karet en pehini eman va holl flijadur.


Rag na ouie ket petra a lavare, dre ma oant spountet braz.


Ha kerkent o veza sellet en dro dezhe, na veljont mui den ganthe nemed Jesus hep‐ken.


hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.


Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas.


Ar Judevien a respontaz dezhan: Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


Dre‐ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h‐mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep‐ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he‐unan par da Zoue.


Hag an Tad pehini hen deuz va digasset, hen deuz he‐unan roet testeni ac’hanoun. C’houi n’hoc’h euz biskoas na klevet he vouez, na gwelet anezhan.


ha ni hon euz credet, hag hon euz anavezet ez oud ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Jesus a glevaz ho doa hen taolet er meaz, hag o veza en em gavet ganthan, e lavaraz dezhan: Ha credi a rez‐te en Mab Doue?


Ha goude m’hen doe lavaret ar c’homzou‐ze, e oe savet d’an neac’h e‐pad ma oaint o sellet outhan, hag eur goabren hen kuzaz ouz ho daou‐lagad.


Ar Moises‐ze eo an hini a lavaraz da vugale Israel: An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profet euz a‐douez ho preudeur, henvel ouzin; selaouit anezhan.


Hag evel ma’z eent gant ho hent, ec’h arrujont e leac’h ma oa dour; hag an eunuk a lavaraz: Setu aman dour, petra a vir na ven badezet?


hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a‐douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus‐Christ hon Aotrou,


Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.


Rag recevet hen deuz digant Doue an Tad henor ha gloar, pa oe adresset dezhan ar vouez‐man gant ar Gloar souveren: He‐man eo va Mab muia‐karet, en pehini em euz lakeat va holl garantez.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos