Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Hag e lavaraz dezhe: Roet eo deoc’h da anaoud myster rouantelez Doue; mes d’ar re a zo a ziaveaz e vez lavaret pep tra dre barabolennou;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:11
20 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan.


Mes, eürus oc’h dre ma hoc’h euz daou‐lagad hag a vel ha diou‐skouarn hag a glev.


Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.


Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe dre barabolennou: Penaos ec’h hell Satan kas Satan kuit?


Hogen, pa edo he‐unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen‐ze.


hag an holl bobl a oa var an douar e bord ar mor. Hag hen a zeske dezhe kalz a draou dre barabolennou, hag e lavare dezhe en he gelennadurez:


Hag hen a respontaz: Deoc’h‐hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue; mes d’ar re all ne gomzer a gement‐se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren.


Rag piou a laka eun differans‐benag etrezoud hag eun all? Ha petra ec’h euzte, ha n’az pefe recevet? Ha mar ec’h euz hen recevet, perag en em c’hlorifiez‐te, evel pa n’az pefe ket hen recevet?


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a‐ziagent enhan he‐unan,


En em gomportit gant furnez e kenver ar re a zo a‐ziaveaz, o prena an amzer.


evit ma valeot gant honestis e‐kenver ar re a‐ziaveaz, ha ma n’ho pezo ezom a netra.


Red eo ive hen defe testeni vad digant ar re a‐ziaveaz, gant aoun ne gwezfe, en dismegans hag en pech an diaoul.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos