Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 16:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 16:19
37 Referencias Cruzadas  

Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre‐holl; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.


Divar‐vreman Mab an den a vezo azezet en tu‐deo da c’halloud Doue.


Evel ma tostae an amzer ma tlie beza savet divar an douar, en em lekeaz en hent, decidet mad da vond da Jerusalem.


Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.


Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou‐man er bed, evit m’ho devezo va joa peur‐leuniet enhe.


Jesus a lavaraz dezhi: Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue.


Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun muioc’h eged ar re‐man? Per a respontaz: Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va oaned.


Jesus a lavaraz dezhan: Mar fell d’in e choumfe ken a deuin, petra a ra an dra‐ze d’id? Evidoud‐te, heuil ac’hanoun.


Petra eta a lavarot‐hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent?


adaleg badiziant Ian, beteg an deiz ma eo bet an Aotrou kemeret diganeomp, da veza test assambles ganeomp euz he resurrection.


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


hag a dle beza digemeret en env beteg an amzeriou ma vezo retablisset an holl draou, euz a bere hen deuz komzet Doue dre c’henou he holl brofeted santel, abaoe pell amzer.


Piou a gondaono anezhe? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen‐ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu‐deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp.


Mar d’och eta resussitet assambles gant ar C’hrist, klaskit an traou a zo d’an neac’h, en pe leac’h ema ar C’hrist azezet a‐zeo da Zoue.


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


He‐man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henvele digez anezhan, hag o souten an holl draou dre an nerz euz he gomz, goude beza great dreizhan he‐unan ar burification euz hor pec’hejou, a zo en em azezet a‐zeo d’ar Vajeste divin el leac’hiou huela;


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg‐braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz.


e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg‐braz da viken, hervez urz Melkizedec.


Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou;


Hogen, ar pen‐kenta euz ar pez hon euz lavaret, eo ma hon euz eun hevelep Beleg‐braz, pehini a zo azezet a‐zeo d’an tron euz ar Vajeste en envou,


Rag ar C’hrist n’eo ket antreet en eul leac’h santel great gant daouarn an dud, imach an hini gwirion, mes ebarz an env zo‐ken, evit gallout parissa breman e prezans Doue evidomp.


pehini o veza eat d’an env, a zo a‐zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos