Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret: Ac’han‐ta! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a‐nevez en tri deiz;
Evel‐se ive prinsed ar veleien hag ar Scribed a rea goab anezhan, hag a lavare etrezhe: saveteet hen deuz ar re all, ha n’eo ket evit en em zavetei he‐unan.