Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 15:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Ha Pilat a lavaraz dezhe: Mes pe seurt drouk hen deuz‐hen great? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h: Crucifi anezhan!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c’hoazh kreñvoc’h: Ouzh ar groaz!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 15:14
24 Referencias Cruzadas  

Hogen e‐pad ma oa azezet var he dribunal, he vreg a gassaz eur re‐benag da lavaret dezhan: Diwall da zourcial deuz ar pez a zell ouz an den just‐se; rag eun huvre em euz bet hirio divar he ben hag hen deuz great kalz a boan d’in.


Pec’het em euz; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz: Petra a ra an dra‐ze deomp‐ni? Kement‐se a zell ouzidte.


Neuze ar c’hantener hag ar re a oa ganthan o tiwall Jesus, pa veljont an douar o krena ha kement a oa c’hoarvezet, a oe spountet braz, hag a lavaraz: E gwirionez, he‐man a oa Mab Doue.


Hag int a griaz adare: Crucifi anezhan!


Pilat eta, o c’hoantaat contanti ar bobl, a leuskaz ganthe Barabbas; ha goude beza lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan da veza crucifiet.


Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret: Crucifi, Crucifi, anezhan.


Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha d’ar bobl: Ne gavan netra da damal en den‐man.


Evidomp‐ni, gant justis eo e souffromp, rag souffr a reomp ar pez a zo dleet d’hon gwall oberou; mes he‐man n’hen deuz great droug e‐bed.


Ar c’hantener, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a rentaz gloar da Zoue, en eur lavaret: E gwirionez, an den‐ze a oa eun den just.


Pilat a lavaraz dezhan: Petra eo ar wirionez? Ha goude beza lavaret kement‐se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe: Ne gavan crim e‐bed en den‐ze.


Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a‐bouez ho fen: Crucifi, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit anezhan hoc’h‐unan ha crucifiit anezhan; rag me na gavan crim e‐bed enhan.


Ha petra‐benag n’ho doa sujet e‐bed d’hen lakaad d’ar maro, e pedjont Pilat d’hen lakaad da vervel.


Mes, kerkent ha m’ho doe anavezet e oa eur Judeo, an holl en eur vouez, e‐pad div heur, pe var‐dro, a griaz: Braz eo Diana an Ephesied!


Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou;


mes dre oad precius ar C’hrist, evel euz a eun Oan hep si hag hep tarch e‐bed,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos