Hen klevet hon euz o lavaret: Me a ziskaro an templ‐man, pehini a zo bet great gant daouarn an dud, hag en tri devez e savin eun all ha na vezo ket great gant daouarn tud.
Neuze ar beleg braz, o sevel en he za e‐kreiz an assamble euz ar Sanhedrin, a interrojaz Jesus, en eur lavaret: Na respontez netra? Petra eo an dra‐ze a leveront a‐enep d’id?