Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 14:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz: En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Evel ma oant ouzh taol ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, unan ac’hanoc’h, unan a zebr ganin, am droukroio.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 14:18
36 Referencias Cruzadas  

Ha pa oant o tibri, e lavaraz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep‐ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl.


Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


Rag‐se pa ri aluzen, na laka ket sôn an drompil en da raog, evel ma ra an hipocrited er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans.


Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited; rag int a gar pedi en ho za er sinagogou hag e corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.


Ha Jesus a respontaz: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos n’euz den hag hen deuz dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe vreg, pe vugale, pe douarou, abalamour d’in ha d’an Aviel,


Pa oe deuet an abardaez, e teuaz gant an daouzec.


Neuze e commansjont beza glac’haret; hag e leverjont dezhan an eil goude egile: Ha me eo?


E gwirionez hen lavaran deoc’h, na evin mui euz ar frouez‐ze euz ar winien beteg an deiz ma c’hevin anezhan nevez en rouantelez Doue.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, e pe leac’h‐benag dre ar bed holl ma vezo prezeget an aviel‐man, ar pez he deuz great a vezo lavaret ive e memor anezhi.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, pep pec’hed a vezo pardonet da vugale an dud, hag ive pep gwall‐gomz dre behini ho devezo gwall‐gomzet;


Ha piou‐benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a‐enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear‐ze.


Ha Jesus, oc’h huanadi doun en he spered, a lavaraz: Perag e c’houlen ar generation‐man eur miracl? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo roet hini e‐bed dezhi.


Lavaret a reaz ive dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud.


Ha piou‐benag a roio deoc’h da eva eur verennad dour em hano, abalamour ma’z oc’h d’ar C’hrist, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans;


adaleg goad Abel bete goad Zakarias, pehini a oe lazet etre an aoter hag an templ; ia, hen lavaret a ran deoc’h, ar goad‐se a vezo goulennet digant ar generation‐man.


Hogen, setu, dorn an hini a drahis ac’hanoun a zo ouz an daolman ganen.


Mes lavaret a reaz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, profet e‐bed n’ed eo digemeret mad en he vro he‐unan.


Lavaret a reaz ive dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: A‐viziken e velot an env digor, hag elez Doue o pignad hag o tisken var Mab an den.


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.


Pa hen doe Jesus lavaret kement‐se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni‐man: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Hag an diskibien a zelle an eil ouz egile, o veza ne ouient ket divarben piou e komze.


Jesus a respontaz dezhan: Ha te a roi da vuez evidoun‐me! E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, na gano ket ar c’hilloc, ken n’az pezo va nac’het teir gwech.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id: Pa oaz yaouankoc’h, te a lake da c’houriz da‐unan, hag ez eez el leac’h ma felle d’id; mes pa vezi koz, ec’h astenni da zaouarn, hag eun all a lako da c’houriz d’id, hag a gasso ac’hanoud el leac’h na fello ket d’id mond.


E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet; mes c’houi na recevit ket hon testeni.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.


Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel.


Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos