Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:30 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 ha na recevo divar vreman, en amzer a zo o ren, kant gwech kemend all a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammou, a vugale, a zouarou, gant persecutionou; hag, er bed da zond, ar vuez eternel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 ha ne resevo adalek ar c’hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:30
32 Referencias Cruzadas  

Ha piou‐benag hen devezo komzet a‐enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan; mes piou‐benag a gomzo a‐enep ar Spered‐Santel na vezo pardonet dezhan, nag er bed‐man, nag er bed da zond.


Ha lod all a gwezaz en douar mad, hag a roaz frouez; darn o rapporti kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.


Mes klaskit da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou‐ze a vezo roet deoc’h ouzpen.


ha na recevo kalz muioc’h er bed‐man, hag er bed da zond, ar vuez eternel.


Evel ma oa Jesus o vale en templ, e porched Salomon,


o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue.


Var‐dro hanter‐noz, Paol ha Silas a oa o pedi, hag a gane meuleudiou da Zoue, hag ar brizonierien a gleve anezhe.


Ar re‐man eta a ieaz kuit a‐zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus.


ha n’eo ket en kement‐se hep‐ken, mes en em c’hlorifia a reomp c’hoas en afflictionou, o c’houzout penaos an affliction a zigas ar batianted,


rag recompans ar pec’hed eo ar maro; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus‐Christ hon Aotrou.


evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.


Ouzpen‐ze, evel eur c’holl e consideran pep tra, abalamour da excellans an anaoudegez euz a Jesus‐Christ, va Aotrou, evit pehini em euz kollet pep tra, hag ho c’honsideri a ran evel skubien, evit galloud gounid ar C’hrist,


Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras,


Rag an exercis euz ar c’horf n’eo talvoudec nemed evit neubeud a dra; mes ar biete a zo talvoudec evit pep tra, o veza m’he deuz ar bromessa euz ar vuezman hag euz an hini da zond.


Hogen, ar biete gant eur spered contant a zo eur c’hounidegez vraz.


Eürus an den a c’houzanv an dentation; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan.


Setu aman, istim a reomp eürus ar re ho deuz souffret gant patianted; klevet hoc’h euz komz euz a batianted Job, hag anaoud a rit ar fin a roaz an Aotrou dezhan; rag an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.


Hag ar bromessa hen deuz great deomp eo ar vuez eternel.


Gwelit pebez karantez hen deuz diskonezet an Tad en hor c’henver‐ni, pa’z omp galvet bugale Doue! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan.


Anaoud a ran da oberou, ha da drubuliou, ha da baourentez, (petra‐benag ma’z oud pinvidic,) ha droug‐prezegerez ar re a lavar ez int Judevien, ha n’int ket, mes a zo eur sinagog euz a Satan.


Alia a ran ac’hanoud da brena diganen‐me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos