Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Jesus a lavaraz dezhan: Perag em galvez‐te mad? N’euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n’eo mat, nemet Doue hepken.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:18
14 Referencias Cruzadas  

Hen a respontaz: Perag am galvez‐te mad? N’ez euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re? emezhan. Jesus a respontaz dezhan:


Ha pa oa o vond er meaz evit en em lakaad en hent, eun den a ziredaz, hag a zaoulinaz dirazhan, en eur c’houlen diganthan: Mestr mad, petra a dlean‐me da ober evit herita ar vuez eternel?


Anaoud a rez ar gourc’hemenou: Na ra ket a avoultriach; na laz ket; na laer ket; na lavar ket a desteni faos; na ra gaou e‐bed ouz den; henor da dad ha da vam.


Jesus a lavaraz dezhan: Perag e c’halvez‐te ac’hanoun mad? N’euz hini mad e‐bed, nemed Doue hep‐ken.


Holl ho deuz kollet ho hent, hag ez int holl en em gorrompet assambles; n’euz hini anezhe hag a ra ar mad, n’euz ket unan zo‐ken.


Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e‐bed nag an disterra apparans a chenchamant.


Evidomp‐ni, hon euz anavezet ar garantez hen deuz Doue evidomp hag hon euz credet enhan: Doue a zo karantez; hag an hini a choum er garantez, a choum en Doue, ha Doue enhan.


An hini na gar ket, n’hen deuz ket anavezet Doue, rag Doue a zo karantez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos