Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

51 Evel ma tostae an amzer ma tlie beza savet divar an douar, en em lekeaz en hent, decidet mad da vond da Jerusalem.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 C’hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c’hoantek da vont da Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:51
29 Referencias Cruzadas  

An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.


Mes me a dle beza badezet gant eur vadiziant; ha pegement a hast em euz‐me ma vezo peur‐achuet!


Ha Jesus a iea dre ar c’heariou hag ar villajennou, en eur gelen hag o terc’hel da vond etrezeg Jerusalem.


Digwezoud a reaz dezhan, en eur vond da Jerusalem, tremen dre greiz ar Samari hag ar Galile.


Jesus a gemeraz neuze an daouzec a‐gostez ganthan hag a lavaraz dezhe: Setu, emaomp o pignad da Jerusalem, ha kement tra a zo bet scrivet gant ar brofeted divarben Mab an den a ia da veza accomplisset.


Hag evel ma selaouent an traou‐ze, Jesus a gendalc’haz da gomz, hag a lavaraz eur barabolen, abalamour ma oa tost da Jerusalem, ha ma sonjent ez ea rouantelez Doue da veza diskouezet dizale.


Ha goude beza lavaret kement‐se, Jesus a ieaz pelloc’h, o pignad da Jerusalem.


Ha pa oa ouz ho benniga, e c’hoarvezaz ma tispartiaz outhe, ha ma oe savet en env.


Pa edont o vond en hent eun den a lavaraz dezhan: Aotrou, me a heullio ac’hanoud en pe leac’h benag ma’z i.


Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.


Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


Mes mond a ran breman da gavoud an hini hen deuz va digasset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen diganen:


Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re‐man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel‐domp‐ni.


Petra eta a lavarot‐hu mar gwelit Mab an den o pignad el leac’h ma oa diagent?


beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered‐Santel, d’he ebestel hen doa choazet;


Ha goude m’hen doe lavaret ar c’homzou‐ze, e oe savet d’an neac’h e‐pad ma oaint o sellet outhan, hag eur goabren hen kuzaz ouz ho daou‐lagad.


diskouezet ganthan er C’hrist, pa hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz hen lakeat da azeza en tu‐deo dezhan el leac’hiou celestiel,


mes setu aman ar pez a ran: en eur ankounac’haad an traou a zo var va lerc’h, hag oc’h avans var‐zu ar re a zo dirazoun, e redan gant ardor etrezeg ar but, evit ar priz euz ar c’halvedigez celestiel a Zoue en Jesus‐Christ.


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg‐braz da viken, hervez urz Melkizedec.


pehini o veza eat d’an env, a zo a‐zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos