53 Hag e reant goab anezhan, o veza ma ouient e oa maro.
53 Int a reas goap anezhañ, oc’h anavezout e oa marv.
It ac’hann; rag ar plac’h‐iaouank‐man n’eo ket maro, mes kousket eo.
Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement‐se holl, hag a rea goab anezhan.
Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi; mes Jesus a lavaraz: Na welit ket; n’ed eo ket maro, mes kousket hep‐ken.
Mes, goude m’hen doa kasset anezhe holl er meaz, e crogaz en he dorn, hag e lavaraz a vouez huel: Bugel, sav alese.
Jesus a lavaraz: Lammit ar mean. Martha, c’hoar an hini a oa maro, a lavaraz dezhan: Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag pevar devez zo ema aze.