Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 7:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag evidounme, petra‐benag ma’z oun dindan otorite tud‐all, em euz dindan‐oun soudarded; hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag her gra.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d’egile: Deus! Hag e teu; ha da’m mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 7:8
12 Referencias Cruzadas  

Dre‐ze n’oun ket en em gavet dign va‐unan da vond beteg enoud; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo rentet pare.


Paglevaz Jesus kement‐se ec’h admiraz ar c’hantener, hag o veza distroet, e lavaraz d’ar bobl a oa oc’h heuil anezhan: Me a lavar deoc’h n’em euz ket kavet, memeus en Israel, eur feiz ker braz.


Ha Paol, o veza galvet unan euz ar c’hantenerien, a lavaraz dezhan: Kas an den yaouank‐man d’ar c’habiten, rag eun dra‐benag hen deuz da ziscleria dezhan.


Hag o veza galvet daou gantener, e lavaraz dezhe: Dalc’hit prest daou c’hant soudard, deg ha tri‐ugent cavalier ha daou c’hant archer, da vond da Cezare d’an derved heur euz an noz.


Claud Lysias, d’ar gouarner mad meurbed Felix, salud!


Ar zoudarded eta, hervez an urz ho doa bet, a gemeraz Paol, hag a gassaz anezhan en noz da Antipatris.


Hag e c’hourc’hemenaz da eur c’hantener diwall Paol, mes lezel ganthan eun tam liberte, hep herzel euz he dud d’hen servicha pe da zond d’he velet.


N’em euz tra sclear e‐bed da scriva d’an impelaer divar he ben, rag‐se em euz hen digasset dirazoc’h, ha dreist holl dirazoud, roue Agrippa, evit m’em bezo eun dra‐benag da scriva, goude ma vezo bet interrojet.


Servicherien, sentit en pep tra ouz ho mistri hervez ar c’hig, o servicha anezhe, nann hep‐ken dirag ho daou‐lagad, evel o klask plijoud d’an dud; mes gant eur galon eün en doujans Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos