Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 5:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Simon a respontaz dezhan: Mestr, labouret hon euz hed an noz, ha n’hon euz tapet netra; koulskoude, var da c’her e taolin ar roued.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Simon a respontas dezhañ: Mestr, labouret hon eus hed an noz hep tapout netra, hogen war da c’her e taolin ar roued.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 5:5
14 Referencias Cruzadas  

hag int, o sevel ho mouez, a lavaraz: Jesus, Mestr, bez truez ouzimp!


Neuze e teujont d’hen kavoud, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret: Mestr, Mestr, emomp o vond da goll. Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite d’an avel ha d’ar mor, hag ar re‐man a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza sioul braz.


Ha Jesus a lavaraz: Piou hen deuz touchet ouzin? Hag evel ma nac’he an holl, Per hag ar re a oa ganthan a lavaraz: Mestr, ar bobl a zo en‐dro d’id hag a wask ac’hanoud; hag e leverez: Piou hen deuz touchet ouzin?


Ha pa oa ar re‐man o vond kuit diouthan, Per a lavaraz da Jesus: Mestr, aman e vez mad deomp choum; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises hag unan evit Elias; rag na ouie ket mad petra a lavare.


Ha Ian, o komz, a lavaraz: Mestr, gwelet hon euz eun den hag a gasse kuit an drouk‐sperejou en da hano; hag hon euz difennet outhan kement‐se, abalamour na heuil ket ac’hanoud assambles ganeomp.


Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h.


He vam a lavaraz d’ar re a oa o servicha: Grit kement a lavaro deoc’h.


Simon Per a lavaraz dezhe: Mond a ran da besketa. Hag e leverjont dezhan: Ni a ia ive ganez. Hag ez ejont, hag e pignjont rag‐tal er vag; mes en noz‐ze ne dapjont netra.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos