Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 3:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 3:16
24 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tan ha na varvo ket.


Ian a respontaz dezhe hag a lavaraz: Evidoun, me a vadez en dour; mes bez’ ez euz unan en ho touez, ha na anavezit ket.


Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou.


Evidoun‐me, n’hen anavezen ket; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in: An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered‐Santel.


An hini a gred enoun, e tiredo euz anezhan steriou a zour beo, hervez ma lavar ar Scritur.


Rag Ian evit‐gwir hen deuz badezet en dour, mes a‐ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel.


Pa oa c’hoas Per o lavaret ar c’homzou‐ze, ar Spered‐Santel a ziskennaz var ar re holl a zelaoue ar pez a lavare.


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep‐ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos