Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 24:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

44 Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 24:44
88 Referencias Cruzadas  

Hogen, kement‐se holl a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel‐hen gant an Aotrou dre ar profet:


Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou‐man holl.


Mes an holl draou‐man a zo c’hoarvezet, evit ma vije accomplisset ar pez ho deuz scrivet ar brofeted. Neuze an diskibien holl hen dilezaz, hag a dec’haz kuit.


Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe: Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz.


Rag ar re‐ze a vezo deiziou a gastiz evit ma vezo great kement holl a zo scrivet.


Rag hen lavaret a ran deoc’h, red eo d’ar gomz‐man a zo bet scrivet beza accomplisset enoun: Lakeat eo bet e renk an torfetourien. Ha kement a zo bet scrivet divar va fen a zo prest da c’hoarvezout.


Hag e lavaraz dezhe: Evel‐se eo scrivet, hag evel‐se ive e oa red d’ar C’hrist souffr, ha resussita an trede deiz a‐douez ar re varo,


hag e lavaraz c’hoas: Red eo da Vab an den souffr kalz, ha beza nac’het gant ar re Ancien, gant prinsed ar veleien ha gant ar Scribed, ha beza lakeat d’ar maro, ha goude resussita an trede deiz.


Evidoc’h‐c’houi, selaouit mad ar c’homzou‐man: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud.


Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel‐se eo red da Vab an den beza savet,


Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel; hag int eo a rent testeni ac’hanoun;


Rag ma credjec’h en Moises e credjec’h ive enoun‐me; rag scrivet hen deuz divar va fen.


a zo bet peur‐c’hreat gant Doue evidomp‐ni, ho bugale, pa hen deuz digasset Jesus; evel ma eo scrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet.


Diwallit eta ne c’hoarvezfe ganeoc’h ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted:


rag na lezi ket va ene e‐touez ar re varo, ha na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez.


Mes evel‐se eo hen deuz Doue accomplisset ar pez hen doa lavaret dre c’henou he holl brofeted, e tlie ar C’hrist soufr.


Ar Moises‐ze eo an hini a lavaraz da vugale Israel: An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profet euz a‐douez ho preudeur, henvel ouzin; selaouit anezhan.


Hogen, al lezen, o veza n’he deuz ket an imach gwirion euz an traou, mes ar skeuden hep‐ken euz ar madou da zond, na hell james dre ar sacrifisou‐ze a vez offret ato, bep bloaz, renta parfet ar re a dosta outhe.


Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset;


Rag ar Melkisedec‐man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan;


ar Spered‐Santel o rei da anaoud dre gement‐se penaos hent al leac’h santella ne oa ket bet c’hoas digoret, e‐pad ma choume c’hoas an tabernacl kenta; hag an draman a zo eur figuren evit an amzer a zo o rên,


o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a‐ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h.


Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos