Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 22:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 ha livirit da berc’hen an ti: Ar mestr a lavar d’id: Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 hag e lavarot da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec’h emañ al lec’h e tebrin ar Pask ennañ gant va diskibien?

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 22:11
9 Referencias Cruzadas  

Ha mar lavar unan‐benag eun dra‐benag deoc’h, livirit da hennes hen deuz an Aotrou ezom anezhe, ha rag‐tal ho lezo da zond.


Hag e pe leac’h‐benag ma c’hantreo, livirit da vestr an ti: Ar mestr a lavar: Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien?


Ha mar goulen unan‐benag perag e tistagit anezhan, e leverot dezhan: Abalamour ma hen deuz an Aotrou ezom anezhan.


Hag e lavarjont: An Aotrou hen deuz ezom anezhan.


Pa oe erruet Jesus eno, e savaz he zaou‐lagad, hag o velet Zakeus, e lavaraz dezhan: Zakeus, disken buhan; rag red eo d’in loja en da di hirio.


Hag e lavaraz dezhe: Pa antreot en kear, en em gavo ganeoc’h eun den o tougen eur podad dour; it var he lerc’h en ti ma c’hantreo;


Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, meublet mad; preparit eno ar Pask.


Goude ma he doe lavaret kement‐se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e‐kuz Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi: Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud.


Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos