Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 20:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Dond a rai, hag e lako al labourerein‐ze d’ar maro, hag e roio he winien da labourerien all. Ar Judevien, pa glevjont kement‐se, a lavaraz: Doue ra viro na c’hoarvezfe kement‐se!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se!

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 20:16
24 Referencias Cruzadas  

Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien.


Respont a rejont dezhan: Lakaad a rai an dud fall‐ze da berissa en eur feçon e vezo eun druez ho gwelet, hag e feurmo he winien da labourerien all, pere a roio dezhan he frouez en ho amzer.


Pa glevaz ar roue kement‐se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded di, e tistrujaz ar vuntrerien‐ze, hag e tevaz ho c’hear.


Petra a rai eta aotrou ar winien? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien‐ze, hag e roio ar winien da dud all.


Evit va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhe va c’haoud da roue, digassit anezhe aman, ha lazit anezhe diraz’oun.


Hag, o veza taolet anezhan er meaz euz ar winien, hen lazjont. Petra a rai eta mestr ar winien?


Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez: Deoc’h‐hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h‐unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp our ar Jentiled.


Goulen a ran eta: Daoust ha Doue hen deuz taolet he bobl diouthan? Pell a ze; rag me va‐unan a zo euz a Israel, euz a lignez Abraham, euz a dribu Benjamin.


Her goulen a ran eta: Daoust hag assoupi ho deuz great evit kweza? Doue ra viro! mes dre ho lam eo deuet ar zilvidigez d’ar Jentiled, evit lakaad ar jalouzi da zevel enhe.


Daoust ha dre ar feiz e tiskaromp al lezen? Pell ac’hane! Er c’hontrol, krenvaad a reomp al lezen.


Pell ac’hane! Mes ra vezo Doue anavezet gwirion, ha peb den gaouiad, hervez ma’z eo scrivet: Evit ma vezi kavet just en da gomzou, ha ma c’hounezi da broces pa vezi barnet.


Pell ac’hane! Rag ma vije injust, penaos e varnje Doue ar bed?


Petra eta? ha pec’hi a raimp‐ni abalamour n’emomp ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras? Doue d’hon preservo!


Doue d’hon preservo! Penaos ni, pere a zo maro d’ar pec’hed, ec’h halfemp‐ni c’hoas beva enhan?


Daoust eta hag ar pez a zo mad hen deuz roet d’in ar maro? E giz e‐bed! mes ar pec’hed, evit diskouez eo pec’hed, hen deuz roet d’in ar maro dre eun dra vad, evit ma teuje ar pec’hed dre ar gourc’hemen da veza gwall‐bec’hedus.


Petra eta a livirimp‐ni? Ez eo al lezen pen‐caoz d’ar pec’hed? Doue ra viro! Koulskoude n’am euz anavezet ar pec’hed nemed dre al lezen; rag n’am bije ket anavezet ar gwall‐ioul, ma n’hen divije ket lavaret al lezen: Na c’hoantai ket.


Petra eta a livirimp‐ni? Ha bez’ a zo injustis en Doue? E feçon e‐bed.


Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ho corfou a zo izili ar C’hrist? Daoust eta ha me a gemero izili ar C’hrist, evit ober anezhe izili eur plac’h a vuez fall? Doue ra viro!


Mes, ha pa zigouezfe deomp, e‐pad m’az omp o klask beza justifiet dre ar C’hrist, beza kavet pec’herien, daoust hag ar C’hrist a vefe eur ministr a bec’hed? En nep feçon!


Daoust hag al lezen eta a zo a‐enep promessaou Doue? E nep doare; rag ma vije bet roet eul lezen hag a hellje rei ar vuez, a‐dra‐zur ar justis a deuje euz al lezen.


Evidoun‐me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos