Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 20:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Eun devez ma oa Jesus o kelen ar bobl en templ, ha ma oa o prezeg an Aviel, prinsed ar veleien hag ar Scribed, gant ar re Ancien, o veza erruet eno,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet,

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 20:1
10 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaraz Jesus d’an dud‐se: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel varlerc’h eul laër, da gemeret ac’hanoun; bemdez e oann azezet en ho touez, o kelen en templ ha n’hoc’h euz ket croget enoun.


a gomzaz outhan hag a lavaraz: Lavar deomp dre be seurt otorite e rez‐te an traou‐ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze?


Goude‐ze, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue; hag an daouzec a oa ganthan,


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


Mes evel ma oa Per ha Ian o komz ouz ar bobl, ar veleien, cabiten an templ hag ar Sadduseed a zeuaz etrezeg enhe,


Lakaad a rejont eta ar bobl, hag ar re Ancien, hag ar Scribed da zevel; hag oc’h en em deurel varnezhan, e crogjont enhan, hag e kasjont anezhan ganthe d’ar Sanhedrin;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos