Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 2:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:4
24 Referencias Cruzadas  

Mes pa oa o sonjal kementse, setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em brezantaz dirazhan dre eun huvre, hag a lavaraz dezhan: Josef, mab David, n’az pez ket a aoun da gemeret ganez Mari da vreg; rag ar pez a zo concevet enhi a zo euz ar Spered‐Santel;


hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.


An holl eta a iea da lakaad ho hano, pep hini en he gear he‐unan.


evit lakaad he hano gant Mari, he bried, pehini a oa dougeres.


Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn.


Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.


Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos