Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 2:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue; he‐man a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered‐Santel a oa varnezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:25
22 Referencias Cruzadas  

Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus.


Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered‐Santel.


Just e oant ho daou dirag Doue, hag ec’h heullient holl gourc’hemenou hag ordrenansou an Aotrou, en eun doare divlam.


Neuze Zakarias he dad a oe karget euz ar Spered‐Santel, hag e profetisaz, o lavaret:


Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.


pehini n’hen doa ket consantet d’ho c’huzul na d’ho oberou, hag a oa euz a Arimathe, eur gear euz ar Jude, hag a oa o c’hortoz ive rouantelez Doue,


Den a religion hag a zoujans Doue e oa, hen hag he holl famill; ober a rea ive aluzennou braz d’ar bobl, hag e pede Doue heb ehan.


Ar re‐man a lavaraz: Corneil, ar c’hantener, eun den just hag a zoujans Doue, hag a vrud vad e‐touez holl bobl ar Judevien, a zo bet avertisset a‐berz Doue gant eun eal santel, da lakaad kerc’had ac’hanoud d’he di, evit ma klevo ar pez a lavari dezhan.


Hogen, bez’ e oa neuze, en Jerusalem, Judevien, tud a zoujans Doue, euz an holl nationou a zo dindan an env.


Abalamour da ze eo e labouran, evit kaout bepred eur goustians divlam dirag Doue ha dirag an dud.


Rag ar brofesi n’eo ket bet digasset gwech‐all dre volontez an den; mes tud santel a Zoue ho deuz komzet, douget da gement‐se gant ar Spered‐Santel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos