Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 2:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 An denombramant kenta‐zea oe great pa oa Kurenus gouarner ar Siri.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarnour Siria.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:2
9 Referencias Cruzadas  

Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


En amzer‐ze, e oe embannet eun urz a‐berz Cezar‐Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl.


An holl eta a iea da lakaad ho hano, pep hini en he gear he‐unan.


Er pempzecved bloa vez euz a amzer an impelaer Tiberius Cezar, pa oa Pons Pilat gouarner ar Jude, hag Herodes tetrark euz a C’halile, Philip he vreur, tetrark euz a Iturea hag euz a vro Trakonitis, ha Lusanias tetrark euz a Abilene,


hag a oa gant ar proconsul Sergius Paulus, eun den a skiant. He‐man, o veza galvet Barnabas ha Saul, a c’hoantaaz klevet ger Doue.


Hogen, e‐pad ma oa Gallion proconsul euz a Akaia, ar Judevien en em zavaz a‐unan a‐enep Paol, hag e tigasjont anezhan d’an tribunal, en eur lavaret:


Claud Lysias, d’ar gouarner mad meurbed Felix, salud!


Goude m’hen doe lavaret Paol kement‐se, ar roue, ar gouarner ha Berenis hag ar re a oa azezet ganthe, a zavaz.


Goude hennes, en amzer ma oat o sevel an niver euz ar bobl, e savaz Judas, ar C’halilead, pehini a dennaz kalz a bobl var he lerc’h; mes he‐man ive a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos