Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 19:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Ha Jesus a lavaraz dezhan: Ar zilvidigez a zo deuet hirio en timan, rag he‐man a zo ive bugel da Abraham.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma’z eo hemañ ivez mab da Abraham.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 19:9
15 Referencias Cruzadas  

Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h‐man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz?


Ha setu aman: lod euz ar re diveza a vezo da genta, ha lod euz ar re genta a vezo da ziveza.


Abraham, va zad, kemer truez ouzin, ha digas Lazar, evit ma lakai pen he viz en dour, da freskaad d’in va zeod: rag gwall dourmantet oun e‐kreiz an tan‐man.


An den pinvidic a lavaraz: Nann, Abraham, va zad; mes mar d’a unan‐benag euz ar re varo d’ho c’havout, en em gonvertissint.


rag va daou‐lagad ho deuz gwelet da zilvidigez,


Rentit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion; ha n’ed it ket da lavaret enoc’h hoc’h‐unan: Ni hon euz evit tad Abraham; rag me a lavar deoc’h ec’h hell Doue sevel euz ar vein‐ze bugale da Abraham.


Dre ar feiz eta eo ez omp heritourien, evit ma vezo dre c’hras, ha ma vezo assuret ar bromessa d’an holl lignez, n’e ket hep‐ken d’an hini a zo dindan al lezen, mes ive d’an hini a zo euz a feiz Abraham, pehini a zo tad deomp holl,


evit ma teuje ar venediction prometet da Abraham da veza skulliet var ar Jentiled dre Jesus‐Christ, ha ma recevjemp, dre ar feiz, ar Spered a oa bet prometet.


Ha mar d’oc’h d’ar C’hrist, neuze ez oc’h lignez Abraham, hag an heritourien hervez ar bromessa.


gouezit eta, penaos ar re ho deuz ar feiz, a zo bugale da Abraham.


c’houi pere gwechall ne oac’h ket eur bobl, mes pere a zo deuet da veza breman pobl Doue; c’houi pere n’ho poa ket kavet a drugarez, mes pere breman hoc’h euz kavet trugarez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos