6 He‐man a ziskennaz eta buhan, hag a zigemeraz anezhan gant joa.
6 Eñ a ziskennas buan hag en degemeras gant levenez.
Pa oe erruet Jesus eno, e savaz he zaou‐lagad, hag o velet Zakeus, e lavaraz dezhan: Zakeus, disken buhan; rag red eo d’in loja en da di hirio.
Hag ar re holl a velaz kement‐se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.
Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer.
Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe.
Ha pa oe bet badezet assambles gant tud he zi, e reaz deomp ar beden‐man: Mar hoc’h euz kavet ez oun fidel d’an Aotrou, antreit em zi, ha choumit enhan; hag ober a reaz deomp choum.
Ha goude m’hen doe ho digasset en he di, e lekeaz boued dirazhe; hag hen devoe eur joa vraz da veza credet en Doue gant he holl diegez.
Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet; hag en devez‐se e oe lakeat var‐dro tri mil ene e niver an diskibien.