Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 18:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Lavaret a reaz ive ar barabolen‐man, divarben tud pere a grede enhe ho‐unan e oant tud just, hag a zisprije ar re all:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all:

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 18:9
22 Referencias Cruzadas  

Mes an den‐man, o c’hoantaad tremen evit eun den just, a lavaraz da Jesus: Ha piou eo va nessa?


Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare: An den‐man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.


Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel‐hen enhan he‐unan: O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo‐ken evel ar publican‐ze;


Hag ar re holl a velaz kement‐se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.


Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement‐se, a lavaraz enhan he‐unan: Ma vije an den‐man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.


Ar Judevien a respontaz dezhan: Ha n’hon euz‐ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud?


Neuze e troug‐komzjont diouthan, hag e leverjont: Te eo a zo diskibl dezhan, evidomp‐ni a zo diskibien Moises.


Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.


Mes hen a lavaraz d’in: Kea; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . . .


rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho‐unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue.


Mes te, perag e varnez‐te da vreur? Ha te ive, perag e tisprijez‐te da vreur? pa’z eo gwir e vezimp lakeat holl dirag tribunal ar C’hrist.


An hini a zebr a bep seurt, ra ziwallo da zisprijoud an hini na zebr ket a bep seurt; hag an hini na zebr ket a bep seurt, ra ziwallo da varn an hini a zebr a bep seurt; rag Doue hen deuz he zigemeret.


Rag me a oa beo, pa oann gwech‐all heb lezen; mes pa eo deuet ar gourc’hemen, ar pec’hed hen deuz kemeret buez adare, hag ez oun deuet da vervel;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos