Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 16:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Servicher e‐bed na hell servicha daou vestr; rag, pe e kasaio unan, hag e karo egile; pe otramant hen devezo attachamant ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 16:13
12 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.


Den e‐bed na hell servicha daou vestr; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.


An neb n’ema ket ganen, a zo a‐enep d’in, hag an hini na zastum ket ganen, a sklabez.


Mar teu unan‐benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zo‐ken he vuez he‐unan, na hell ket beza diskibl d’in.


Ha ma n’ed oc’h ket bet fidel gant ar pez a zo d’ar re all, piou a roio deoc’h ar pez a zo deoc’h?


Ha me a lavar deoc’h: Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Na zifennit ket outhan kement‐se; rag an neb n’ema ket a‐enep deomp a zo evidomp.


Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a‐enep Doue? Piou‐benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos