Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 14:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus o veza antreet, eun devez a zabbat, en ti unan euz ar re genta e‐touez ar Farizianed, evit debri ganthan, ar Farizianed a zelle piz outhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Aet e oa d’un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 14:1
19 Referencias Cruzadas  

Na pegement mui e talv eun den eged eun danvad? Permetet eo eta ober vad en deiziou ar sabbat.


Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal.


E oa c’hoas o komz, pa deuaz eur Farizian d’hen pedi da vond d’he lein ganthan; ha Jesus a antreaz hag en em lekeaz ouz taol.


Hogen, beza e oa diraz’han eun den hydropic.


Ar Farizianed, o veza goulennet diganthan peur e teuje rouantelez Doue, e respontaz dezhe: Rouantelez Doue na zeuio ket gant apparans;


Rag‐se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel‐se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner.


Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal;


Hogen e‐touez ar Farizianed e oa eun den hanvet Nicodem, unan euz ar re huella e‐touez ar Judevien.


Mes eur Farizian, hanvet Gamaliel, eun doctor euz al lezen, henoret gant an holl bobl, a zavaz er Sanhedrin, hag a c’hourc’hemenaz lakaad an ebestel er meaz, evit eur pennadic.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos