Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 12:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 met an hini a zinac’ho ac’hanon dirak an dud, a vo dinac’het dirak aeled Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 12:9
15 Referencias Cruzadas  

Mes piou‐benag a nac’ho ac’hanoun dirag an dud, me a nac’ho ive anezhan dirag va Zad, pehini a zo en envou.


Mes hen a respontaz: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’hoc’h anavezan ket.


Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar.


Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;


Neuze e livirin dezhe sclear: Biskoas n’em euz hoc’h anavezet; it kuit diouzin, c’houi pere en em ro d’ar fallentez.


Rag piou‐benag hen devezo bet mez ac’hanoun hag euz va c’homzou, e‐touez ar raç‐tud avoultr ha pec’her‐man, Mab an den hen devezo ive mez anezhan, pa zeui en gloar he Dad gant an elez santel.


Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.


Mes Per a nac’haz Jesus, en eur lavaret: Maouez, n’hen anavezan ket.


Rag piou‐benag hen devezo mêz ouzin‐me hag ouz va c’homzou, Mab an den hen devezo mêz anezhan pa zeuio en he c’hloar he‐unan, hag en gloar an Tad hag an elez santel.


Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp;


Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad.


Breman eta, bugaligou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez.


Anaoud a ran da oberou; setu, em euz digoret eun nor dirazoud, ha den na hell he zerri; abalamour ma c’heuz neubeud a nerz, ha ma c’heuz miret va ger, ha n’ec’h euz ket nac’het va hano.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos