Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 12:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Mes me a ziskouezo deoc’h rag piou e tleit kaoud aoun; ho pezet aoun rag an hini pehini, goude m’hen deuz lazet, hen deuz ar galloud da deurel en ifern; ia, me hen lavar deoc’h, rag hennes eo e tleit kaoud aoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Met me a ziskouezo deoc’h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d’ar gehenn, goude m’en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc’h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 12:5
16 Referencias Cruzadas  

Ha n’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf ha na hellont ket laza an ene; mes ho pezet aoun kentoc’h rag an hini a hell koll hag an ene hag ar c’horf en ifern.


Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;


Hag ar re‐man az ai kuit d’ar poaniou eternel; mes ar re just az ai er vuez eternel.


Hogen me a lavar deoc’h penaos piou‐benag en em laka en coler ouz he vreur, hep caoz, a vezo punissabl dre an tribunal; ha piou‐benag a lavaro d’he vreur: Raka (den neant), a vezo punissabl dre ar c’honseil; hag an hini a lavaro dezhan: Diot, a vezo punissabl dre dân an ifern.


Likit evez eta; setu, em euz discleriet deoc’h pep tra en avans.


Diwallit na zeufe den da drompla he vreur, na da ober gaou ouz he nessa en afferou; rag an Aotrou eo an hini a denn venjans euz an holl draou‐ze, evel ma hon euz ive hen lavaret ha testeniet deoc’h dija.


Eun dra heuzus eo kweza etre daouarn an Doue beo,


Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;


en eur lavaret gant eur vouez krenv: Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.


Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano? Rag te hep‐ken a zo santel; evel‐se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.


Hag ar maro hag an ifern a oe taolet el lenn a dan: hennes eo an eil maro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos