Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 12:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Hag an Aotrou a lavaraz: Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 12:42
29 Referencias Cruzadas  

Hag hen a lavaraz dezhe: Evel‐se pep doctor desket er pez a zell ouz rouantelez an envou, a zo henvel ouz eur pentiegez hag a denn euz he denzor traou nevez ha traou koz.


Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz: Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta.


Eürus ar servicher a vezo kavet oc’h ober kement‐se, pa zeuio he vestr!


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?


Likit evez eta ouzoc’h hoc’h‐unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered‐Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he‐unan.


mes mar talean pell, evit ma ouezi penaos e tleer en em gomporti en ti Doue, pehini eo Iliz an Doue beo, ar pilier hag ar fount euz ar wirionez.


Ra vezo ar re Ancien hag a c’houarn mad, istimet dign euz a eun henor doubl; dreistholl ar re a labour evit prezeg hag evit kelen.


prezeg ar ger ha prezeg c’hoas, an amzer deread hag en amzer all, bez aketus da repren, da c’hourdrouz, da exhorti gant peb patianted, hag en eur gelen.


Rag red eo d’an eskop beza divlam, evel eur servicher da Zoue; red eo ne vez ket fizius enhan he‐unan, na colerus, na douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar c’hounidegez disleal;


Sentit ouz ho renerien ha plegit dezhe, rag ar re‐ze a ziwall hoc’h eneou, evel tud hag a dle renta count anezhe, evit ma c’hellint hen ober gant joa ha n’e ket en eur huanadi; rag an dra‐ze a vezfe domajus evidoc’h.


Ho pezit sonj euz ho renerien, pere ho deuz prezeget deoc’h ger Doue, hag en eur gonsideri ar fin euz ho buez, heullit ho feiz.


Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset;


Ra zeui pep hini, hervez m’hen deuz recevet, da implija he zonezon e servich ar re all, evel distribuerien vad a bep gras a Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos