Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 11:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Me ive a lavar deoc’h: Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kavfot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Me a lavar deoc’h: Goulennit hag e vo roet deoc’h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 11:9
40 Referencias Cruzadas  

Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot.


Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad? Hag e leverjont dezhan: Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue.


Koulskoude me a lavar deoc’h penaos Salomon he‐unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe.


Rag‐se me a lavar deoc’h; Kement a c’houlennot en eur bedi, credit penaos e recevot anezhan; hag e vezo roet deoc’h.


Hogen, ar pez a lavaran, hen lavaret a ran d’an holl: Beillit.


Rag an hini a c’houlen, a receo, hag an hini a glask, a gav; hag an hini a sko, e vezo digoret dezhan.


Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab.


N’e ket c’houi hoc’h euz choazet ac’hanoun, mes me eo em euz ho choazet, hag em euz ho lakeat, evit ma’z eot, ha ma tougot frouez, ha ma vezo ho frouez paduz; hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em hano diganthan.


Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h.


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id: Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da‐unan, hag e roche d’id dour beo.


da lavaret eo, ar vuez eternel d? ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite;


Rag hen a lavar: Me em euz da zelaouet en amzer favorabl, hag em euz da zicouret e deiz ar zilvidigez. Setu breman an amzer favorabl; setu breman deiz ar zilvidigez.


Hogen, heb ar feiz na hell den plijoud da Zoue, rag red eo d’an hini a dosta ouz Doue, credi ez euz eun Doue, hag e teui Doue da recompansi ar re a glask anezhan.


Tostaomp eta gant fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.


Ha mar d’euz unan‐benag ac’hanoc’h hag a vank furnez dezhan, ra c’houlenno digant Doue, pehini a ro d’an holl gant largentez, direbech, hag e vezo roet dezhan.


Ha peden ar feiz a zaveteo an hini klanv, hag an Aotrou a zavo anezhan; ha mar hen deuz great pec’hejou, e vezint pardonet dezhan.


Ha petra‐benag a c’houlennomp, hen recevomp diganthan, o veza ma viromp he c’hourc’hemenou, ha ma reomp ar pez a blij dezhan.


Mes lavaret a ran deoc’h‐hu, ha d’ar re all en Thyatira, ha da gement hini ha na heuil ket an doctrin‐man, ha pere, emezhe, n’ho deuz ket anavezet an dounder euz a Satan: Ne daolin beac’h‐all e‐bed varnoc’h;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos