Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 10:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag e lavare dezhe: An eost a zo braz; mes neubeud a labourerien a zo; pedit eta Mestr an eost da gas labourerien en he eost.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 10:2
48 Referencias Cruzadas  

Rag rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure‐mad da c’hopra labourerien evit he winien.


Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez.


Hag e lavaraz dezhe: It dre ar bed holl, ha prezegit an aviel d’an holl grouadurien.


Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre‐holl; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.


O veza galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk‐sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou.


Ar re a oa bet disperset gant ar bersecution a oa savet divarben Stefan, a ieaz beteg Phenicia, Cyprus hag Antiokia, en eur brezeg ar ger d’ar Judevien, ha da zen all e‐bed.


E‐pad ma oant oc’h ober servich an Aotrou, ha ma iunent, ar Spered‐Santel a lavaraz dezhe: Dibabit d’in Barnabas ha Saul, evit an œuvr da behini em euz ho galvet.


Int eta, o veza kasset gant ar Spered‐Santel, a ziskennaz da Seleucia, hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Cyprus.


Likit evez eta ouzoc’h hoc’h‐unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered‐Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he‐unan.


Mes hen a lavaraz d’in: Kea; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . . .


Ar re a oa bet disperset, a iea eta euz an eil plas d’egile, an eur annons ar c’helou mad euz ar Ger.


Ha Doue hen deuz lakeat en Iliz, da genta, an ebestel; d’an eil, ar brofeted; d’an trede, an doctored; neuze, ar re a ra miraclou; ha goude‐ze, ar re ho deuz an donezon da barea ar re glanv, da zicour, da c’houarn, da gomz meur a langach.


Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen.


Pa’z eo gwir eta ez omp ken‐labourerien assambles gant Doue, ho pedi a reomp stard da ober en hevelep doare ma n’ho pezo ket bet gras Doue en vên.


rag holl e klaskont ho interest ho‐unan, ha nann hini Jesus‐Christ.


Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen‐labourer, ha va c’hompagnon a‐vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou;


Rag bet eo tost d’ar maro evit œuvrar C’hrist, o veza lakeat he vuez en danjer, evit gallout renta d’in ar zervich ne oac’h ket hoc’h‐unan evit renta.


Evit se ive eo e labouran, o combatti dre he vertuz, pehini a labour nerzus enoun.


Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur‐c’hreat en holl bolontez Doue.


Rag c’houi hoc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon poan. En eur labourat noz‐deiz, evit na deujemp da zamma hini ac’hanoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue.


Hogen, ho pedi a reomp, breudeur, da gaoud respet evit ar re a labour en ho touez, hag a zo lakeat dreist‐hoc’h hervez an Aotrou, hag a zo ouz ho kelen,


A‐hend‐all, breudeur, pedit evidomp, evit ma vezo ger an Aotrou libr da redec, ha ma vezo glorifiet dreholl, evel ma’z eo en ho touez;


Rag abalamour ma c’hesperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, ha dreist pep tra Salver an dud fidel, eo ec’h anduromp kement a labouriou ha kement a zismegans.


Mes te, bez leun a aket en pep tra, gouzanv an afflictionou, gra labour eun avieler; gra da garg var he hed.


Paol, prizonier Jesus‐Christ, hag hor breur Timoteus, da Philemon hor muia‐karet, hag hor c’hen‐labourer;


mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he‐unan; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.


Scriv d’an eal euz a Iliz ephesus: Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e‐kreiz ar seiz cantoleur aour:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos