Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 1:68 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

68 Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, dre ma hen deuz bizitet ha prenet he bobl,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

68 Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m’en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 1:68
24 Referencias Cruzadas  

dre ma hen deuz delivret ac’hanomp euz hon inimied, hag euz a zorn ar re holl ho deuz kassoni ouzomp,


ha distruja a raint ac’hanoud te ha da vugale a zo o choum enoud, ha ne lezint ket enoud an eil mean var egile abalamour n’ec’h euz ket anavezet an amzer m’az oud bet bizitet.


Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.


Evidomp‐ni a oa en gortoz e vije hennes an hini a dlie delivra Israel, ha koulskoude, setu aman dija an trede deiz abaoe ma’z eo c’hoarvezet an traou‐ze.


Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret: Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl.


Benniget ra vezo Doue, Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini hen deuz hor benniget gant peb bennoz spirituel el leac’hiou celestiel, dre ar C’hrist;


En pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou, hervez ar pinvidigezou euz he c’hras,


a zo bet antreet eur vech hep‐ken el leac’h santella, nann gant goad bouc’hed, ha goad loeou, mes gant he oad he‐unan, o veza gounezet eur redemption eternel.


Ra vezo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hervez he drugarez vraz, hen deuz hon lakeat da c’henel a‐nevez da eun esperans beo dre resurrection Jesus‐Christ a‐douez ar re varo,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos