Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 1:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Just e oant ho daou dirag Doue, hag ec’h heullient holl gourc’hemenou hag ordrenansou an Aotrou, en eun doare divlam.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 1:6
33 Referencias Cruzadas  

N’ho doa ket a vugale, dre ma oa Elizabet heb frouez, hag e oant ho daou avanset en oad.


Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue; he‐man a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered‐Santel a oa varnezhan.


Rag David a lavar divar he ben: Gwelet a rean bepred an Aotrou dirazoun, rag en tu deo d’in ema, evit na vezin ket diskaret.


Paol, o sellet stard ouz ar Sanhedrin, a lavaraz: Va breudeur, beteg‐hen em euz bevet dirag Doue e peb coustians vad.


Abalamour da ze eo e labouran, evit kaout bepred eur goustians divlam dirag Doue ha dirag an dud.


N’ec’h euz na perz na loden e‐bed en affer‐man; rag da galon n’e ket eün dirag Doue.


evit ma vije accomplisset ar justis euz al lezen enomp‐ni, pere na valeomp ket hervez ar c’hig, mes hervez ar Spered.


Breudeur, ho meuli a ran abalamour ma talc’hit sonj ac’hanoun en pep tra, ha ma virit va c’helenadurezou, evel ma em euz ho roet deoc’h.


Rag ar pez a ra hor meuleudi, eo an desteni‐man euz hor c’houstians, penaos ez omp en em gomportet er bed, ha dreist holl en ho kenver‐c’houi, gant simplicite hag eünder dirag Doue, nann gant eur furnez kigus, mes gant gras Doue.


evit ma viot direbech, heb tarch e‐bed, bugale da Zoue, didamal e‐kreiz eur raç corrompet ha fallacr, etouez pere e lugernit evel goulou er bed, o tigas enhan ar gomz a vuez;


a zo bet unanet ganthan, erc’horf euz he gig, dre he varo, evit ho lakaad dirazhan santel, pur ha didamal;


ha ra zeuio da grenvaad ho calonou, evit ma vezint direbech er zantelez dirag Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jesus‐Christ gant he holl zent.


Abalamour da ze, breudeur muia‐karet, en eur c’hortoz an traou‐man, grit ho possubl evit beza kavet dinam ha didamal dirag he zaou‐lagad er peoc’h.


Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou‐benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan.


Ha dre gement‐man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou.


Bugaligou, diwallit na deufe den d’ho trompla: an hini a ra ar pez a zo just, a zo just evel ma’z eo just heunan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos