N’eo ket an dra‐ze hep‐ken; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue.
Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue pehini a ra deomp beza bepred treac’h er C’hrist, ha pehini a skuil dre enomp‐ni ar c’houez euz he anaoudegez e peb leac’h.
Ha ra zeuio an Doue a beoc’h he‐unan, d’ho santifia holl, ha ra vezo kement a zo enoc’h, ar spered, an ene hag ar c’horf miret divlam da zonedigez hon Aotrou Jesus‐Christ!
pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar,