Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 1:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Hag o sevel he mouez, e criaz: Te a zo benniget etouez ar gragez, ha benniget eo ar frouez euz da gov.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 1:42
13 Referencias Cruzadas  

Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.


Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered‐Santel.


Hag a be‐leac’h e teu kement‐man d’in, ma teu mam va Aotrou d’am bizita?


dre m’hen deuz sellet ouz stad izel he zervicheres. Ha setu divar‐vreman e vezin galvet eürus gant an holl generationou.


Hag e lavarent: Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou!


pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos